Traditional
Gwerz Zantez Henori
Roue a Vrest a zo klañvet
Dantet gant ar serpant miliget
'C'hoazh a lara d'añ ar brofeted
Me n'e ur vron werc'h a vo yac'heit
- Demet dac'h c'hwi ma merc'h Henori
Na pesa ti e' ho heni ?
- Goell vat ma zad, gwelet a ret
An douar yen 'm eus da gousket
An douar yen 'm eus da gousket
Hag ur maen kalet 'm eus da bluek
- Otroù Doue ma merc'h Henori
Me 'zo deit gant klenvet d'ho ti
Gant ur serpant 'c'h on bet dantet
Ken 'lara din ar brofeted :
Ma m'e ur vron werc'h e vin yac'heit
En ha#n Doue ma zikouret
- Kemeret skabel, hag ajeet
Ho sikour ma zad, din a zo delet
Mont a ra war bennoù he daoulin
Da dispako d'añ he veuntrin
Pa oe' peuntrin kaer dispaket
Ar serpant gantan 'zo lampet
Ar serpant gantan 'zo lampet
Ha bron Henori 'n eus troc'het
'Oe ket ar ger peurachuet
Un ael d'a 'n eñv 'zo diskennet
Un ael d'a 'n eñv 'zo diskennet
Da digas de'i ur vron alaouret
Da digas da Henori ur vron sklaer
'Zervijo de'i da c'houloù da ganteler
Da digas da Henori ur vron aour
Biken goude-ze na vezo paour