Ma fôta d'ar veleien, na lakat o c'haret
Na delfeint ket soursial, war etat den e-bet
Met laret o vedennoù, gant gwir devosion
Ha kavet joñj en Doue, bepred en o c'halon
Met alaz o c'halon baour, 'zo stag deus an arc'hant
Na veint ket 'vit o'r netra, hem kavet pêament
Pen 'c'he ganet ar bugel, kaset da vadean
Ret 've d'e kavet arc'hant, kement hen kristanañ
Pa ve' grêt ar vadean, kanet an Te Deum
A ve pê'et ar zakrist, reit ur somm d'ar person
Pen c'he erru ar bugel, en oed d'o'r e vaskoù
E añ'iet gant ar person, da dougen an drapo
Pen 'c'he erru den yaouank, en oed da demejiñ
Ret e' d'añ kavet dispans, oh ya ken eurejiñ
Bremañ 'zo erru ur mod gante 'n o ilizoù
A ve' ret pêañ bob sul, a plas ar c'haderioù
Hemañ 'zo ur mod mat, 'gavan me ekselan
Kar bout a ra kalz a dud, n'a deus ket a arc'hant
An heni 'n eus ket arc'hant, da be'añ kaderioù
'Zo forset da chom 'n e zav, pe skluchañ war e voetoù