Traditional
Ton simple - tamm kreiz - ton double
An deiz all me oa bet e pardon Koloreg
Me 'm boa gwelet ma mestrez, tra lala lala lalo...
War skalier ar vered

Evit mont d'he saludiñ, na ken kaer 'vel ma oa
Me a c'houlas diganti, tra lala lala lalo...
Ha dimezet a oa

N'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet
Met bet on ur fortun vat, tra lala lala lalo...
D'an hini ma c'hemerfe

Me 'm eus er gêr e ti ma zad, pevar garr houarnet
Ha kezeg er marchosioù, tra lala lala lalo...
Kapabl d'o charreat

Met pa oan erruet eno, me ne welen netra
Met ur c'hozh kazh bihan fall, tra lala lala lalo...
Oa ket 'vit logota

Daou wele a oa ivez, un a bep tu d'an tan
Al liñselioù 'oa warne, tra lala lala lalo...
Oant ket deus ar re voan

Al liñselioù 'oa warne oant ket deus ar re fin
Nozvezh kentañ 'm boa kousket, tra lala lala lalo...
'M boa kignet ma daoulin

Bremañ me 'cheñcho micher, yelo da wiader
Ha lako war ma gweleoù, tra lala lala lalo...
Liñselioù lien kaer