Traditional
Exarhia
Arru ew amser an dispah, ema an dud e-kreis ar hris
Hag an oll a skarzh o sahow àr blassenow ar frankis

Savet e oa bet an Europ ewid tolpiñ ar poblow
Mes edan rein ar vankourion e vez gwasket an dudigow

Jorj Bihan so bet dilennet ha newazh neus traisset
E bobl a-bezh en deus gwerzhet, meslard ataw ar bitaoded

Bugale karter Exarhia, mall ew diskouaiñ d'ho kenvrois
En em rein hag en em zifenn, da rentiñ penn d'an anemis

Bugale disuj àr ar bed, ema red deomp bremañ dont da benn
A liwiñ e du razh ar bed edan banniel an diren