Traditional
Oy ! Oy ! Oy !
Ar muzik ' zo bet starakizet
Ha get tud re fin marketet
Divlas-kaer eo tout an tonioù
Sot ha goulle ar sonennoù
Ag ar sirk-se ne vennomp ket

[Diskan]
OY ! OY ! OY !
Sonerion unanit !
OY ! OY ! OY !
Ni 'zalc'hay da gerzhet !

Arru (eo) ar starak en Elize
Bling, bling, Carla! Nag un dristez
Dreñv ar stal-se e vez kuzhet
Troioù an heni bihan enervet
Ag ar soubenn-se n'hor bo ket

[Diskan]
OY ! OY ! OY !
Sonerion unanit !
OY ! OY ! OY !
Ni 'zalc'hay da gerzhet !

An heni chabistret ' devoa lâret
"Eh oc'h des cons, c'hwi, Bretoned"
Hag ur wezh 'rall, n'ankouezit ket
"Kuitait ar Frañs, m'he c'harit ket"
Ha dezhoñ ne selaouemp ket ?

[Diskan]
OY ! OY ! OY !
Sonerion unanit !
OY ! OY ! OY !
Ni 'zalc'hay da gerzhet !