A-benn ar blez e timezin
Ha 'm eus gwall a hiraezh din
[Diskan 1]
Unnek gwezh ’ oan dimezet
Ha unnek gwezh intañv ' oan bet
Unnek gwezk ' oan dimezet
Hag atav ’m eus ket maouez ebet
' monet da glask dour d'ar feutan
E oa beuzet ma maouez kentañ
[Diskan 1]
Ha p' oa arru e tri c'hant livr
Che marv un arall a oa div
[Diskan 1]
É pasiñ bleud dre ar c'hroer
Che marv un arall a oa teir
[Diskan 1]
É tonet a bardon Penhoet
E oa marv ar bedervet
[Diskan 1]
' monet d'ar prad da serriñ foenn
Che marv un arall a oa pemp
[Diskan 1]
Àr an hent da Logone’ch
’ oa lazh' un arall a oa c’hwec'h
[Diskan 1]
Get ur c'horvad soubenn laezh
Che marv un arall a oa seizh
[Diskan 1]
É lonkiñ un askorn kignez
E oa taget ma eizhvet maouez
[Diskan 1]
É redek a-zan ar glav
' oa marv un arall a oa nav
[Diskan 1]
Get re a lagout ha kafe
’ oa marv an dekvet anezhe
[Diskan 1]
É toemmet e-tal an tan
E oa marv ma maouez divezhañ
[Diskan 1]
[Diskan 2]
Unnek gwezh ' oan dimezet
Ha unnek gwezh intañv ' oan bet
Unnek gwezk ' oan dimezet
Hag atav ' oan intañv bepred