Traditional
Yaw ha yaw ha yaw
Pa oan-me bihan-bihannik
Ma zad ma(n) duske forzh propik
Ma zad ma(n) duske forzh propik
(evit) monet d'ar lann get ma(n) deñved
Me ' chome àr vord an hent-bras
(e)-lec'h ma pase an dudchentil vras
Ar re àr varc'h ma salude
Ar re àr droad ma areste
Hag int a lâr an eil d'ar gile :
Na pesort plac'h a zo aze ?
Na pesort plac'h a zo aze ?
Ha diskennomp, daomp daveti !
Na diskennomp, daomp daveti
Ni a ray an amour dezhi !
Ni a ray an amour dezhi
Àr-dreñv he c'hein ha diragzi !